Te Darjeeling

Darjeeling

Doare Du
Anvioù arall Champagne an Teoù

Orin Darjeeling, India
Livadur Blazet ha spiset.

Unan eus an teoù du prizetañ eo an Darjeeling, dreist-holl er Rouantelezh-Unanet hag e broioù ar C'hommonwealth. Pa vez prientet en un doare reizh e ro un te skañv ha melen-gell gant ur blaz bleuñvek ha spiset.

An droukdrevezañ a zo ur gudenn vras e kenwerzh te Darjeeling : en tu-hont da 40 000 tonennad te Darjeeling a vez gwerzhet bep bloaz tra ma ned a ket an eost dreist da 11 000 tonennad. Evit stourm a-enep an dra-se en deus savet an Tea Board of India testenioù a orin.


Developed by StudentB